Ur brederourez hag ur skolveuriadez stadunanat eo Judith Butler (ganet e 1956).
Reiñ a ra kentelioù e kevrenn an Helavarded hag al Lennegezh keñveriet e Skol-Veur Kalifornia e Berkeley. Degemeret e voe he zezenn e 1984 (Sujedoù evit ar c'hoant : prederiadennoù hegelian en 18vet kantved e Bro-C'hall).
Anavezet eo evit he labour postframmadouriezhel m'he deus renet evit atersiñ an termen benevouriezh hag e endro prederouriezhel.
Brudet emañ evel unan eus an dud a skriv ar muiañ diwar-benn an deorienn queer.
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |