Santez Barbara Nikomedia , livet gant Domenico Ghirlandaio (war-dro 1473). Diwar he brud e teu an anv-badez Barbara , Barba e brezhoneg.
Barbara zo un anv-badez italianek a orin latin , brudet dre ar bed. Anavezet eo dreist-holl en Italia hag e Pologn , hag er broioù saoznek ha spagnolek , ha kar eo d'an anv brezhonek Barba .
Gerdarzh
Dont a rafe eus ar ger latin gwregel barbara deuet eus ar ger gregach bàrbaros , un anv a vez graet eus ar Varbared, ha deuet da vout anv-badez, abalamour d'ar santez Barbara Nikomedia hervez ar vojenn a zo diwar he fenn.
Yezhoù all
Barba e brezhoneg
Bárbara e spagnoleg ha portugaleg
Barbora ha Bára , e tchekeg,
Barbara , ha Basia , e poloneg
Varvara , e ruseg
En Italia, un anv-paotr
En Italia , e-kichen ar stummoù all-mañ, Barbera, Barbarella, Barbarina, Barberina e kaver ivez un anv-paotr: Barbaro, Barbarino, Barberino , diwar daou sant Barbaro , lidet d'ar 6 ha d'ar 14 a viz Mae eno.
Tud
Barbara Gonzaga (1455–1503), gant Andrea Mantegna .
Barbara Radziwiłł (1520-1551), rouanez Pologn , poltred gant Lucas Cranach ar Yaouankañ
Barbara Sanseverino (1550-1612)
Santezed
Rouanezed ha priñsezed
Barbara von Absberg , abadez alaman er XVvet kantved
Barbora Cellská (1390/1395-1451), rouanez Bohemia ha Hungaria
Barbara Gonzaga (1455-1503), priñsez eus Mantova , dugez Württemberg .
Barbara Manfredi (1444- 466), priñsez italian
Barbara Pologn (Sandomierz 1478 -1534 Leipzig ), priñsez polonat ha dugez Sachsen .
Barbara Zápolya (1495-1515), rouanez Pologn
Barbara Kolanka (marvet e 1550), itron bolonat
Barbara von Brandenburg (1527–1595)
Barbara Aostria ( 1539-1572), priñsez aostrian.
Barbara Sanseverino (1550-1612), kontez italian
Maria Madalena Josefa Teresa Bárbara de Bragança (1711-1758), infantez Portugal, rouanez Spagn
Varvara von Engelhardt (1752-1815), serc'h da Grigori Potemkin .
Tud all
Barbara Baraldi , skrivagnerez italian
Barbara Chiappini , aktourez italian
Barbara (1930-1997), kanerez c'hallek
Barbara Tabita
Anv-lec'h
Meur a gêr zo anvet diwar ar santez-se.
Doue
Er relijion afrikan (yoruba ) a gaver e Kuba ha Brazil eo heñvelekaet ar santez ouzh an doue Chango .
Oberennoù brudet
Istor
Steredoniezh
Pennadoù kar